CE1CE2CM1CM2CPÉlémentairesMaternellesNewslettersRe-GrennRe-VihanRe-Vras

Mae 2021

Télécharger au format pdf: lettre_diwan_mai_2021


Louaneg, d’ar 11/05/2021

Mignoned ker,
Sed aze un nebeut keloù eus ar skol.
Gant ar vugale hag ar skipailh pedagogel e oa bet aozet ur gouel evit Meurlarjez. Gant treuzwiskamantoù ha pailhetez e oa bet lidet ar gouel. Debret ha fardet e oa bet krampouezh gant ar vugale ha selaouet o devoa deus un abadenn muzik kinniget gant ar skipailh pedagogel. Nag a blijadur evit ar re vihan kement hag ar re vras.

Mardi grasChers amis,
Voici quelques nouvelles de l’école.
Les enfants et l’équipe pédagogique ont organisé un petit carnaval pour célébrer Mardi gras. Entre déguisements et paillettes, les enfants ont pu déguster des crêpes et écouter l’équipe pédagogique
jouer de la musique. Un moment de partage apprécié des petits et des grands.

Gireg

Deuet e oa Gireg er skol en-dro a-raok ar vakañsoù. Nag a blijadur e oa bet o welet anezhañ en-dro ! Kinniget en deus d’ar vugale un ton « nevez » a vije kanet … 100 bloaz ‘zo ba bro Perroz da vare an euredoù ! Un ton bal Treger ez eo.

chant avec Gireg

Gireg est revenu à l’école avant les vacances pour la plus grande joie de tous ! Il a présenté aux enfants une chanson presque « nouvelle » puisqu’elle était chantée il y a… un siècle lors des mariages dans le pays de Perros ! Il s’agit d’une danse, un bal Treger.

Kenavo Nathalie !

Echuet eo kevrat Nathalie, skoazellerezhvamm er skol abaoe 2 vloaz. A-raok ar vakañsoù o doa kimiadet dezhi bugale ar skol o fardañ krampouezh ganti hag o profañ dezhi tresadennoù ha profoù a bep seurt. Laouen bras e oa ar skipailh pedagogel hag ar vugale o labourat ganti. Nag a blijadur, trugarez Nathalie!

Kenavo Nathalie !

Le contrat de Nathalie, assistante maternelle à l’école depuis 2 ans, est terminé. Avant les vacances, toute l’école lui a dit au revoir autour de bonnes crêpes et en lui offrant des dessins et quelques petits cadeaux. L’équipe pédagogique et les enfants ont été heureux de travailler avec elle. Que de bons moments, merci Nathalie !

Degemer mat da Anna !

Erlec’hiet eo bet Nathalie gant Anna abaoe ar 1añ a viz Meurzh. Degemer mat dezhi ! Anavezet mat eo Anna gant ar vugale vrasañ peogwir he deus labouret er skol un nebeut bloavezhioù zo dija !

Degemet mat da Anna ! Depuis le 1er mars, Anna remplace Nathalie sur le poste d’assistante maternelle de l’après-midi. Bienvenue à elle ! Anna n’est pas inconnue des plus grands puisqu’elle a déjà fait un passage à l’école il y a quelques années.

A-benn – nebeud, à venir

Abalamour d’ar c’hovid, ez eo nullet darn vrasañ manifestadegoù hon kuzul skoazell.
Spi hon eus gallout kinnig deoc’h manifestadegoù-all an abretañ ar gwellañ. Taolit ur sell war ar bajennoù-mañ ur wech an amzer evit bezañ kelaouet : hon lec’hien internet, kont Twitter ha Facebook ar skol.
Ma fell deoc’h sikour ar skol, en ur gortoz koulzioù-amzer sederoc’h, e c’hallit donezoniñ, en ur reiñ un nebeud gwenneien (66 % lemmet diwar an tailhoù).

En raison de la situation sanitaire, la grande majorité des manifestations de notre comité de soutien est annulée…
Nous espérons revenir vers vous au plus vite, n’hésitez pas à consulter régulièrement notre site internet pour être informé ainsi que les comptes Twitter et Facebook.
Si vous souhaitez aider l’école pendant cette période difficile, vous pouvez faire un don (66% déductible).

♥ Faire un don !