CE1CE2CM1CM2CPÉlémentairesMaternellesNewslettersRe-GrennRe-VihanRe-Vras

Mae 2020

Télécharger au format pdf: lettre_diwan_mai_2020


Louaneg, d’ar 04/05/2020

Mignoned ker,
Setu keloù eus ar skol a-raok ma vije achu ar bloavezh skol-mañ, a zo bet un tamm rouestlet.
Stabil a-walc’h eo hon niver a skolidi : 33 int bremañ.

Chers amis,
Voici des nouvelles de l’école avant que ne s’achève cette année scolaire quelque peu perturbée.
Avec 33 élèves, nos effectifs sont relativement stables.

Miz Gwengolo, Septembre

Laouen omp o kaout ur skoazeller-mamm nevez, Erwan Alexanian, a zo deuet e distro-skol gwengolo e-barzh ar skipailh pedagogel ha n’eo ket cheñchet a-hend-all.

Erwan Alexanian, assistant maternel

Nous nous réjouissons de l’arrivée d’Erwan Alexanian qui est venu, à la rentrée de septembre, rejoindre, en qualité d’assistant maternel, une équipe pédagogique pour le reste inchangée.

Miz Du, Novembre

Kumun Louaneg zo deuet da vezañ perc’hennez war hon ti e miz du.
Mankout a rae dezhañ ur goudor evit disglaviñ ar vugale e-pad an (nebeud) devezhioù glav. Savet eo bet gant un nebeud tadigoù mil-vicher e-pad vakañsoù an Hollsent.

nouveau préau

La commune de Louannec est devenue propriétaire de nos locaux au mois de novembre.
Dans ces derniers, la cour manquait d’un préau pour abriter les enfants pendant les (rares) jours de pluie. Quelques papas bricoleurs y ont remédié pendant les vacances de la Toussaint.

Miz Meurzh, Mars

Ar vugale o deus kemeret perzh, evel bep bloaz, e-barzh an abadenn Kan ar Bobl e Kawan. Eil priz ar c’helc’hiad 2 zo aet gant skolidi klasad Gael Le Roux (CE-CM) ha dibabet int bet evit an abadenn diwezhañ e Pondi.

Kan ar Bobl 2020 à Cavan

Comme chaque année, les enfants ont participé aux rencontres du Kan ar Bobl à Cavan. Les élèves de la classe de Gael Le Roux (CE-CM) ont été sélectionnés pour la finale de Pontivy en remportant le 2ème prix du cycle 2.

Miz Ebrel, Avril

Kendalc’het o deus ar vugale gant ar skol er gêr pa’z eo bet disklêriet ar c’henfinañ, a-drugarez d’an danvez pedagogel lakaet en linenn gant ar gelennerien war lec’hienn internet nevez-flamm ar skol, a zo deuet buan da vezañ ul lec’h a eskemmoù puilh.

visioconférence

Lorsque le confinement a été annoncé, les enfants ont poursuivi l’école à la maison grâce aux ressources pédagogiques mises en ligne par les enseignants sur le tout nouveau site internet de l’école, vite devenu un lieu d’échanges très riches.

A-benn – nebeud, à venir

Siwazh, gant an enkadenn yec’hed eo bet nulet meur a darvoud a-bouez-bras evit arc’hantaouiñ ar skol (predoù da gas en Trevoù, gwerzhañ louzaouenn an hañv, fest-noz Tregastell, ar Redadeg, Gouel an Hañv, …)
Setu deiziadur an darvoudoù o tont, ha lec’h e vijemp laouen o welet ac’hanoc’h.

Malheureusement, la crise sanitaire a entrainé l’annulation de plusieurs événements essentiels au financement de l’école (repas à emporter de Trévou, vente de muguet, fest-noz de Trégastel, Redadeg, Gouel an Hañv,…).
Voici le calendrier des prochaines manifestations auxquelles nous espérons vous retrouver.

02/08/2020    Marc’had al Laou  /  Vide-Greniers  –  Perroz-Gireg
06/09/2020    Marc’had al Laou  /  Vide-Greniers  –  Louaneg
24/10/2020    Fest Noz  –  An Trevoù

Voir nos prochaines manifestations

 

Da c’hortoz, ho sikour zo pouezusoc’h evit biskoazh evidomp.
Gallout a rit bremañ reiñ deomp en linenn ha kaout un digresk taolioù a 66% bopred.
A-drugarez d’ho skoazell e c’hell hon skol chom digoust ha kenderc’hel e brezhoneg gant e garg a servij publik.

En attendant, votre aide nous est plus que jamais indispensable.
Vous pouvez désormais effectuer votre don en ligne et toujours bénéficier d’une réduction d’impôt de 66 %.
Grâce à votre soutien, notre école peut demeurer gratuite et poursuivre, en breton, sa mission de service public.

♥ Faire un don !